An diverrañ e Brezhoneg

Krouidigezh : 26 a viz Mae 2007
Pal : tenniñ da ober ur gevredigezh divyezhek, korsez ha gallez.
Izili : 618 a dud + 115 kevredigezh + 112 strollad-kanerien.

Oberennoù pleustrek evit diskouez an hent (sellit ouzh hon dielloù) :

Klask a reomp diskouez ar skouer-vat ha lakaat da sevel intrudu e touez kevredigezh an Enez eus ar c’hab Korsat betek Bonfacio.
An oberennoù-mañ a zo niverus ha liesseurt :
” Stondi Corsi “, prezegennoù war danvezioù resiz, darvoudoù evit ar vugale, gweladennoù glad, daeloù gant troerien, buhezekat foarioù, gouelioù, darvoudoù-sport…
Pledet hon eus gant meur a zañvez ha komzet ken a c’hlad ha teknologiezhoù nevez, hengoun hag amzer da-zont…

An oberennoù pleustrek da gas da bad (sellit ouzh hor raktresoù) :

SKOL ROBODEREZH

Atalieroù roboderezh dre soubidigezh e korseg er skolajoù.

STUMMAÑ-ANIMA

Stummadur e korseg evit animatourien foarioù ha darvoudoù-all.
(kaset da benn gant Kengevredigezh ar foarioù-maezioù Korsika : FFRAAC.)

LIESANVADUR

Folenn pleg-dibleg evit displegañ al liesyezhegezh d’an holl hag aotren peb hini da lec’hiañ un doare lavar korsek resis en ur rannvro resis, paneved ar gumun.

CHÌ SI FACI ? (Penaos ober?)

Anv ul lec’hienn web hag ul lakadenn pellgomz hon eus ijinet (war nes bezañ peurechuet) a ginnig peb tra vez graet e korseg.
Ar pal a zo tapout krog en un andon-keleier war dañvezioù liesseurt : kreizennoù-stummañ, strolloù-labour dre soubidigezh, hentennoù deskiñ, abadennoù skingomz, dielloù klewelet, chadennoù Youtube, pajennoù Facebook, blogoù barzhoniezh, lennegezh, skiant, kelaouerezh pe mousfent, geriadurioù paper pe enlinenn, yezhadurioù, dastumadoù barzhoniezh pe danevelloù, romantoù, bannoù treset, flemmtresadennoù…

Ar redadeg ‘Currilingua’ (voir le détail) :

Ne reder ket evit gounit un dra bennak !
Ar redadeg-mañ a dalv da soutenn ar c’horseg ha peb km vez lakaet e gwerzh. Dastum a raer an argant evit fonsañ raktresoù meur evit ar c’horseg (skolioù kevredigezh, kreizennoù-stummañ, troidigezhioù filmoù…)
Ur redadeg a-bep eil eo.
Gant ur spered fest, he deus da bal tizhout ar brasañ niver a dud ha kreskiñ a vloaz da vloaz.

Oberennoù stourm  (sellit ouzh an dielloù) :

Goulenn a reomp da gaout troioù hervez lezenn, tud hag argant evit gallout kas da benn ur bolitikerezh wirion da geñver yezh ar gevredigezh.
(Gw. Hor 16 kinnig goulenn sevenet abaoe 2007 ha c’hoazh war an daol).
Ober a reomp eus hor gwellañ evit kinnig hon arc’hiñ en un doare dibar, festus ha liesliv ha prest omp da seveniñ taolioù souezusoc’h evit dihuniñ hor c’hengeodediz : chadennoù tud, fest-protestiñ, dibunadeg, ac’hubañ ar Rektordi, liorzhoù ar Prefeti hag ar C’huzul Departamant…

Labour kaset war-raok gant difennerien yezhoù minorelaet (gwelit hon dielloù) :

Dre gengred e labouromp gant difennerien ar yezhoù minorelaet-all. Un doare deomp da binvidikaat hon ergerzh ha da gaout muioc’h a bouez war an dachenn etrevroadel.
En un doare fetis, ober a reomp ‘lobbying’ pe darvoudoù arouezius, e Korsika evel en estrenvro : Pariz, Brussel, Edinburgh, Donostia, Kemper…
Abaoe 2008, ” Parlemu Corsu ” a genlabour gant difennerien ar yezhoù minorelaet hag a kemer perzh en un talbenn-arc’hiñ a vod anezho.
E 2014 he deus divizet ” Parlemu Corsu ” da gemer he flas e framm ‘ELEN’ (Rouedad Europat evit Parded ar Yezhoù).
E 2016 he deus kemeret perzh ” Parlemu Corsu ” e savadur ur protokol kaset da benn gant ar Vasked : protokol evit gwarantiñ ar gwirioù-yezh.
(Beñveg evit mailhed ar Gwir etrevroadel) a gemer harp war Diskleriadur Barcelona (1992).